Ar raktres
Un Tramgarr evit an tolpad-kêrioù
Ur rouedad treuzdougen boutin nevez
Gant savidigezh al linenn dramgarr gentañ e Brest meurgêr ar mor ez eus tro da grouiñ ur rouedad treuzdougen boutin nevez hag efedus. Gallet e vo ivez adwelet an doare m’eo aozet kêr, bravaat anezhi ha frankaat an egor foran. Al linenn reter-kornôg a zarempredo an takadoù annez, implij hag obererezh pennañ. Bemdez e tlefe bezañ 45 000 a veajourien o vont ganti. Evel-se, 27 % eus tud an tolpad hag 38 % eus an implijoù a vo war-hed 450 metr diouzh al linenn d’ar muiañ. Adframmet ha gwellaet e vo ar rouedad busoù zo anezhi dija, gant ar pal tapout 27 % a veajourien ouzhpenn.
Ur raktres diorren padus
Ur raktres sokial
Ul liamm etre karterioù Brest meurgêr ar mor
Raktres an tramgarr zo ul liamm etre ar raktresoù da ziorren ar veurgêr. Emañ al linenn reter-kornôg o vont da zaremprediñ ar raktresoù bras zo da zont en tolpad-kêrioù : pladenn ar Gapusined war glann dehou ar Penfell, kreizenn genwerzh ar blasenn Sant Loeiz, aveadurioù ar Froudwenn… Gant donedigezh an tramgarr e vo krouet ul lusk adneveziñ e meur a garter : Sant Varzhin, Rekourañs...
Un digarez e vo ivez evit digeriñ karter Pontanezen war ar peurrest eus kêr en un doare mantrus.
Un doare treuzdougen kengred
An tramgarr zo un digarez da grouiñ ur gwir rouedad treuzdougen boutin kengred : ne vo ket pazennoù evit pignat ennañ, en uhelder ar c’haeoù e vo an tramgirri. Gant ar c’hrapennoù, an trepasoù ledanaet hag an doare ma vo terket trowardroioù an arsavioù e vo aesaet implij an tramgarr d’an dud dalc’het en o c’heflusk : maouezed o tougen, tud oadet, bountelloù, kadorioù-ruilh, tud nammet o c’hleved pe o gweled. Lezet e vo an dud da sammañ o marc’hoù-houarn en tramgarr d’an eurioù ma ne vez ket re a veajourien, hervez an doare m’eo hentet ar rouedad. Ar busoù zo anezho dija a dremeno aliesoc’h ha gallout a ray an holl tennañ o mad eus ar rouedad.
Ur raktres mat evit an endro
Reoliañ gwelloc’h tremenerezh ar c’hirri
Un doare treuzdougen modern eo an tramgarr, a c’hall bezañ implijet e-lec’h ar c’harr : kentwiriek e vez e pep kroashent ha mont ha dont a ra war ul lec’h dezhañ e-unan (sellet ouzh Geriaoueg an tramgarr). Gant se ez eo an tramgarr un doare treuzdougen efedusoc’h eget ar c’harr (erruout a ra e koulz, n’eus redi ebet evit parkañ… nebeutoc’h a zispignoù). Mont a ra an tramgarr en-dro gant an tredan, setu ne brodu ket gaz efed ti-gwer, hag evel-se e sikour da wareziñ an endro en ur zigreskiñ ar saotradurioù e kêr.
Mat eo gouzout ez eus bet fardet un eko-jederezig gant an AEMEG evit jediñ efed ho toare treuzdougen war an hinad etre ho lec’h labour hag ho lec’h annez.
Un endro bevañ gwellaet
Ouzhpenn ar mat m’eo evit an aer en deus an tramgarr da bal gwellaat hon endro bevañ. Gantañ e vo tro da gaeraat kêr war-bouez terkadurioù a-zoare. Diorroet e vo takadoù evit an dud war droad ha roudennoù evit ar marc’hoù-houarn, tadadoù foran ha straedoù zo a vo cheñchet o natur, krouet e vo oberennoù arz…
Ur raktres mat evit an armerzh
Efedoù an tramgarr war an armerzh
Brest meurgêr ar mor hag ar Gambr kenwerzh ha greanterezh o deus krouet a-gevret un Arsellva sokio-armerzhel eus an tramgarr evit studiañ emdroadurioù ar saviad armerzhel a-hed al linenn.
Un elfenn luskus eo an tramgarr evit an embregerezhioù lec’hel, ar stalioù, hag ivez diorroadur hollek kêr Vrest. Rak an holl vilañsoù zo bet graet gant ar c’hêrioù o deus dibabet an tramgarr a ziskouez eo kresket kalz niver an dud a zarempred ar stalioù er c’hreiz-kêr (betek 30% e kêrioù evel Montpelhièr ha Strasbourg. Kreskiñ a ra an niver a gerzhourien, war gaeraat ez a kêr, stalioù nevez en em ziazez…
Hed-da-hed ar raktres, adkavit embannadurioù an Arsellva er chomlec’h-mañ :
http://www.adeupa-brest.com/observatoire-socio-economique-du.php.
Ur skoazell evit ar genwerzherien e-pad ar chanter
Evit sikour ar genwerzhourien keit ha ma pado ar chanter e vo krouet ur bodad dic’haouiñ dre gaer, a-gevret gant ar Gambr kenwerzh ha greanterezh : ur wikefre eeun ha digoust evit an holl dud a vicher, anezho kenwerzhourien, artizaned, pennoù embregerezh, tud a vicher frank, zo o chom tost d’al linenn hag o do savet ur goulenn.
Ur chanter gant heuliadoù bras evit an armerzh
Ur chañs eo sevel ha korvoiñ un tramgarr evit an diorren armerzhel hag an implij en tiriad. Gant ar chanter sevel ha korvoerezh an tramgarr e teuio goulennoù a-leizh da embregerezhioù bihan hag etre an departamant. Hervez an istimadennoù e tlefe chanter Brest degas etre 150 M€ ha 180 M€ d’an obererezh lec’hel.
En Orleañs e oa lakaet 160 embregerezh e-barzh ar jeu, ha krouet e oa bet 400 post-labour bep bloaz evit al labourioù foran liammet ouzh an tramgarr, ha krouet e oa bet 85 implij pad evit ar c’horvoerezh anezhañ.
Tramway de Brest métropole océane