Darempredoù
Menegoù lezennel
Penndivizoù implijout
Digoret eo bet al lec’hienn-mañ gant ar SemTram evit an dud a ra gant ar servijoù kinniget gantañ. Ne vo ket implijet ent kenwerzhel ar roadennoù-mañ na lod anezho hep ma rofe ar c'hevredad SemTram e aotre en a-raok ha dre skrid. Er bajennad-mañ eo displeget dre ar munud an divizoù lezennel a dalvez evit kement den a zeu da weladenniñ al lec'hienn-mañ. Dont da lenn al lec'hienn-mañ a dalvez ez asanter hag e lakaer da dalvezout diferadurioù an teul-mañ, c’hoarvezet a c’hoarvezo.
Atebegezh - lakaat e-maez ar gwarant
a) Ar SemTram en deus strivet evit ma vo reizh an holl ditouroù roet war he lec’hienn. Daoust ma vez taolet evezh ouzh an titouroù dibabet ha lakaet war al lec’hienn-mañ e c’hall bezañ elfennoù faziek, diresis pe disoñjet enni. Ne c’hallo ket ar Semtram bezañ atebek hervez ar gevrat, e mod ebet, ma vefe fazioù munut ha dic'hortoz war al "lec'hienn". Diouzh un tu all e c'haller kemmañ pe hizivaat titouroù al lec'hienn-mañ hep kemenn en a-raok d’ar weladennerien.
b) Ne c’hallo ket ar SemTram bezañ lakaet kiriek da nep gwast fetis pe difetis, eeun pe dieeun, n'eus forzh peseurt abegoù a vefe dezhañ (en o zouez ar gwast a c'hallfe dont eus ar viruzoù skignet pe eus ar floderezh stlennegel) nag eus an heuliadoù a c’hallfe dont eus ar monet war al lec’hienn-mañ, eus an implij anezhi, eus an implij a vez graet eus an titouroù zo warni, na kennebeut ma ne c’haller ket mont war al lec'hienn, nemet e vefe graet gwast en un doare eeun da-heul ur faot bras pa ur faot graet a-ratozh gant ar SemTram.
c) Ouzhpenn se, ne c’hall ket ar Semtram bezañ lakaet kiriek d’ar pezh zo er gourliammoù lakaet war al lec’hienn-mañ evit klokaat an titouroù ; na kennebeut d’ar pezh zo el lec’hiennoù diavaez zo enno gourliammoù a gas war he zu, dre ma ne c’hall ket ar SemTram kontrollañ al lec’hiennoù-se, dizalc’h penn-da-benn. Kement den a implij al lec'hienn-mañ hag ar gourliammoù a rank en em wareziñ diouzh ar viruzoù a c’hallfe bezañ treuzkaset dezhañ pa vez gweladennet gantañ al lec’hienn-mañ pe al lec’hiennoù ma erruer gant ar gourliammoù. Ne warant ket ar SemTram n’eus viruz ebet war ar servijer a ro bod d’al “lec’hienn” pe ne c'hallfe ket c'hoarvezout ur gudenn deknikel hag a c'hallfe gwastañ parzhioù urzhiataer an implijer pe ar roadennoù a c'hallfe bezañ stoket warnañ. Ne c’hallo ket ar SemTram pe unan eus e eilkevratourien bezañ lakaet kiriek d’ur gwast bennak a c’hallfe c’hoarvezout pa vez kevreet ouzh “ al “lec’hienn”.
Copyright
a) Al lec’hienn-mañ en he fezh, ar c’hinnig anezhi ha pep hini eus an elfennoù a zeu war wel warni, en ur lakaat e-barzh al logoioù, ar grafikoù, al luc’hskeudennoù, an tresoù, ar videoioù, ar sonioù... h.a., zo gwarezet gant al lezennoù gall hag etrebroadel e talvoud a denn d’ar berc'henniezh kefredel, ha perc'henniezh ar SemTram hepken int.
b) N’eus roet aotre-ebet, na gwir all ebet estreget an hini da lenn al "lec’hienn", da zen ebet hervez gwirioù ar berc’henniezh kefredel. Aotre zo da eiladuriñ teulioù eus al "lec’hienn" evit bezañ kelaouet hag evit un implij personel ha prevez ; difennet-groñs eo avat eiladuriñ pe ober gant eilennoù evit implijoù all.
c) Implijout teulioù : an holl ditouroù, skeudennoù, videoioù, koulzadoù brudañ... h.a. zo gwarezet evel m’eo meneget amañ a-us. An elfennoù-se zo warno gwirioù an tredeoù (da lavaret eo luc’hskeudennerien, diskouezerien-giz, skeudennaouerien, sevenerien...) zo bet laosket goude marc’hata dre gaer. E-giz-se e vez miret ar gwirioù eiladuriñ, taolenniñ ha kehentiñ foran, hag ivez an teulioù a c'haller pellgargañ hag a daolenn an elfennoù-se (skritelloù, pennadoù kazetennoù, filmoù) er framm resis-mañ.
N’eus aotre ebet da gorvoiñ al lec’hienn-mañ ent kenwerzhel ha gallout a ra diferadennoù ar rannbennad a)b)c)-mañ talvezout. Chom hep doujañ an diferadennoù-se hag o difennoù zo dambreziñ. Dre se e e c'hallfe an dambrezer bezañ atebek, war an dachenn geodedel pe kastizel.
Titouroù personel
Pep den a zeu da welet al « lec'hienn » www.letram-brest.fr hag a ro titouroù personel d'ar Semtram a asant ez implijo ar SemTram an holl wirioù a c'haller treuzkas hag a denn d’an titouroù-se hag a ro aotre d'ar SemTram da implijout anezho. An titouroù a vez roet evel-se gant ar weladennerien dindan o atebegezh a vo implijet evel titouroù n'int ket kuzh hag a ranko bezañ gwir, aotreet ha chom hep noazout ouzh interestoù an tredeoù. Gouestlañ a ra ar SemTram chom hep reiñ an titouroù dastumet gantañ da dud all a dennfe korvo anezho ent kenwerzhel.
Gallout a ra ar weladennerien, ne vern pegoulz, goulenn kaout gwir da welet, da gemmañ, da reizhañ ha da zilemel an titouroù a denn dezho (mellad 34 al lezenn “Slenneg ha frankizoù” eus ar 6 a viz Genver 1978). Evit lakaat ar gwir-se da dalvezout, kas ar goulenn :
dre lizher da : SemTram – 27 bali Clemenceau – 29212 Brest cedex 1- Penn-ar-Bed
dre bostel da : contact@semtram.com
Divizoù implijout
Evit tennañ splet eus holl arc’hweladurioù al lec’hienn Genrouedad www.letram-brest.fr, ez eberdomp deoc’h ober gant ar merdeerioù Microsoft Internet Explorer 6 ha 7 (PC), Mozilla Firefox 2 ha 3, Opera 9 pe Safari 2 ha 3 (Mac ha PC) (meziantoù digoust)
War pajennoù zo eus al lec’hienn ez eus :
- Teulioù PDF
Evit lenn an teulioù-se ho po ezhomm ar meziant Acrobat Reader - Fiñvskeudennoù flash
Evit gwelet anezho ho po ezhomm al lugant Flash 8.0
An arlunioù a vez implijet war al lec’hienn-mañ zo aotreet gant Creative Commons hag a c’haller kaout war lec’hienn an aozer.
Al lec’hiennig « Dizoleiñ enlinenn » a implij API Google Maps a c’haller kaout digant Google.
Kredadoù
Embanner
SemTram
Stroll KAK eus an TPLD - EGIS RAIL oc’h ober en anv hag evit kont Brest Meurgêr ar Mor
KAK eus an TPLD leuriad ar stroll – KAKL zo 150 000 € e gevala – MKK BREST 489 270 728 – Niv. TGO etrekumuniezhel : FR 48 489 270 728 00020
Sez sokial ha chomlec'h post :
27, bali Clemenceau BP 51222 Brest cedex 1 - Pgz : 02 98 80 99 00
Rener an embann
Yvon Puill – Pennrener ar SemTram
Empentiñ ha seveniñ multimedia
Yellowcake concepts
24 straed Siam
29200 Brest
Pgz : + 33 2 98 49 02 53
Plr : + 33 2 98 49 44 27
Lec’hienn Genrouedad : www.yellowcake.net
Herberc’hiañ
Yellowcake concepts
24 straed Siam
29200 Brest
Pgz : + 33 2 98 49 02 53
Plr : + 33 2 98 49 44 27
Lec’hienn Genrouedad : www.yellowcake.net