Ar raktres

Tres an tramgarr

Tram design B anis

Votet e oa bet evit tres an tramgarr d’an 29 a viz Mae 2008. Ur juri bras, ennañ 123 den, en deus dibabet a-douez 3 raktres an tramgarr a vo e Brest Meurgêr ar Mor.

Ront, flour ha mistr e vo e stumm, ha mont a ray evel ur wagenn a-dreuz kêr. Gant e liv glas evel an aniz e tegaso un tamm buhez ha freskter d’an tolpad-kêrioù.

Adkavit an argerzh lakaet war-sav gant Brest meurgêr ar mor evit dibab tres an tramgarr.