Ar raktres
Oberourien an Tramgarr
Seveniñ ar raktres
Brest meurgêr ar mor he deus dibabet dileuriañ mestroni an oberiadur evit sevel linenn reter-kornôg an tramgarr e kêr Vrest.
Ar strollad SemTram (ennañ an embregerezhioù Sem eus an Tcsp hag Egis Rail, a oa anvet Semaly gwechall) eo an dileuriad anvet gant Bmm evit seveniñ linenn reter-kornôg kentañ ar rouedad treuzdougen boutin war he lec’hienn dezhi hec’h-unan e tolpad-kêrioù Brest. Karget eo ar SemTram da verañ oberiadurioù ar raktres. Kenlabourat a ra a-dost gant ar gefridi tramgarr eus Brest meurgêr ar mor ha gant divizourien ar strollegezh. Diazezet eo an holl genlabour war ur steuñv hag ur budjed savet en a-raok ha koublet en-dro da bazennoù difer.
Savet e vez ar raktres tramgarr gant Kevelerien ivez : Kuzulioù aliañ ar c’harterioù, ar C’hambroù kenwerzh, an Unaniezhoù kenwerzh, ar c’hevredigezhioù, an annezidi, ar strollegezhioù all, ar Stad hag he servijoù
Evit kaout titouroù dre vras war raktresoù ar gumuniezh, kit da welet lec’hienn web Brest meurgêr ar mor.
Aozlun ar raktres

Mont e darempred ganimp
SemTram :
Pgz. : 02 98 80 99 00
Postel : contact@semtram.com , gallout a rit ivez mont e darempred ganimp dre ar furmskrid daremprediñ.