Ar raktres

Implijoù : al leurenn Tram implij

Al leurenn Tram implij he deus digoret he dorioù en 265 straed Jean Jaurès, tost da Blasenn Strasbourg. Gouestlet eo d’an implij ha d’ar stummañ a-fet chanter an tramgarr ha digor eo d’an embregerezhioù evit lakaat o c’hinnigoù implij, ha d’an dud prevez evit sellet ouzh ar c’hinnigoù ha degas o CV. Ur skipailh zo war al lec’h evit reiñ titouroù diwar-benn ar stummadurioù kinniget en dachennad.

Leurenn Tram implij
265 straed Jean Jaurès
29200 BREST
Pgz : 02 98 41 02 01
Postel : accueil@espacetramemploi.fr
Eurioù digeriñ : eus al Lun d’ar Gwener eus 8e30 da 12e hag eus 13e30 da 17e

Un ober evit harpañ an implij liammet ouzh ar chanter

Ur raktres bras-bras eo chanter an tramgarr evit Brest Meurgêr ar Mor. An Adeupa hag Inforem (arsellva/implijoù-stummadurioù), asambles gant kellig armerzhel Breizh, o deus graet un istimadenn eus stok chanter an tramgarr war marc’had an implij. Klikit amañ evit pellgargañ an teul er furmad pdf.
Istimadennoù : 1 000 implij eeun pe dieeun dre vloavezh chanter