Ar raktres
Foar ar Goulennoù
Kavout a reoc’h amañ dindan roll ar goulennoù pennañ urzhiet dre rummadoù. Termenoù zo a gavoc’h o zermenadur e Geriaoueg an Tramgarr.
Rouedad hollek an treuzdougen boutin
Petra eo hentad linenn gentañ an tramgarr ?
An hentad a dremen dre an takadoù implijoù pennañ zo anezho pe zo raktreset en tolpad-kêrioù, en takadoù annez stank an dud enno hag er raktresoù terkañ bras boulc’het gant Brest Meurgêr ar Mor (Oberiadurioù neveziñ kêr e karter Europa-Pontanezen hag e Rekourañs, raktres kêrel Sant Varzhin, terkañ pladenn ar Gapusined). 27 % eus an dud zo o chom en tolpad-kêrioù hag 38 % eus an implijoù a vo war-hed 450 m diouzh an hentad d’ar muiañ.
Petra eo doareennoù al linenn ?
An hentad zo 14,3 km he hirder. 27 arsavlec’h zo raktreset. 20 tren a ruilho adalek 5e diouzh ar mintin betek 1e vintin d’an deiz war-lerc'h, hep ehan, ha bep 5 mn e tremeno un tramgarr d’an eurioù prez.
Petra e teuy da vezañ ar rouedad bus zo bremañ ?
Ul lodenn eus ar busoù a dremene war al linenn dramgarr a vo adaozet ha kaset e vint d’ul lec’h all war ar rouedad evit ma vo deservijet gwelloc’h tolpad-kêrioù Brest Meurgêr ar Mor. Lec’hioù kevreañ nevez a vo lakaet war-sav ha kreskiñ a ray stankter tremenerezh ar busoù ; eurioù tremen ar busoù a vo lakaet da glotañ gant re an tramgarr, kement ha ma vo tu, evit tennañ ar gwellañ splet eus ar rouedad treuzdougen boutin hollek adalek 5e vintin betek 1e vintin d’an deiz war-lerc’h.
Hag emdreiñ a ray an an ahel Norzh-Su ?
An ahel a ya eus ospital ar Gazeg Wenn da Blasenn ar Frankiz zo un ahel evit ar busoù war o lec’hienn dezho o-unan : aliesoc’h e tremenont ha gwell eo ar servij. E 2009 e oa bet astennet pelloc’h an ahel-se hag evel-se e c’hall an dud mont d’ar porzh-houarn pa gendalc’h an hentad etre plasenn ar Frankiz ha plasenn an 19vet RTT.
Petra eo an etremodelezh ?
Ar ger etremodelezh a dalvez kenstrollañ doareoù treuzdougen diseurt pe tremen eus an eil d’egile, da skouer, tremen eus ar c’harr-tan d’an tramgarr dre ober gant ar parklec'hioù eskemm, eus an tramgarr d'ar bus evit kenderc'hel war un tu all. Tremen eus ar marc'h-houarn d'ar bus pe d’an tramgarr ha lezel e varc’h-houarn en ur fizlec'h a-ratozh...
Pet parklec’h eskemm (P+E) zo raktreset ha penaos ez aint en-dro ?
4 farklec’h eskemm zo raktreset en tolpad-kêrioù. E pennoù al linenn emaint pe e lec’hioù tremen strategel en tolpad-kêrioù. Savet int bet evit degemer kirri hag evel-se e c’hallo an dud mont gant an tramgarr. Ar plasoù evit parkañ ar c’hirri er parklec’hioù eskemm zo da baeañ met gwir o devo an holl dud kaset gant ar c'harr da gaout pep a deul treuzdougen hag evel-se e vo atizet an dud da genweturiñ. Niver a blasoù er parklec’hioù eskemm : 200 e Kergaradeg, er Froudwenn, e Montbarey, 200 e parklec’h Strasbourg (posupl e vo brasaat ar parklec’hioù hervez an tachennoù miret hag an ezhommoù).
Petra eo an Tram-Tren ?
An Tram-Tren zo un trammgar hag a dremen war ar rouedad hent-houarn adal ul lec’h bennak evit liammañ kenetrezo kumunioù tro-dro en un tolpad-kêrioù. Dibabet he deus Brest Meurgêr ar Mor an doare hent-houarn evit e dramgarr da zont evit gallout lakaat anezhañ, diouzh an dro, da ruilhal war an hent-houarn hag evel-se deservij kumunioù Biz an tolpad-kêrioù.
Perzhioù mat an Tramgarr
Ha klet, didrouz eo an tramgarr ?
Un doare treuzdougen c’hwek eo an tramgarr : beajiñ a reer distroñs ha didrouz. Aerreizhet ha tommet e vez an trenioù. Mont gant an tramgarr a dalvez ne vez ket ezhomm klask ul lec'h da barkañ ar c’harr. 200 plas azezet zo en tramgarr ha frank eo diabarzh an trenioù.
Ha sur e vezer d’en em gavout d’an eur gant an tramgarr ?
Gallout a reer kaout fiziañs en eurioù tremen an tramgarr dre ma’z a war e linenn dezhañ e-unan hep bezañ lakaet diaes gant ar c'hirri, a ranko lezel anezhañ da dremen araozo e pep kroashent. Gant an tramgarr n’eus riskl ebet ken da chom stanket war an hent. E-korf 37 mn well-wazh ez a an tramgarr a reter da gornôg. Tremen a ra ingal : ur tramgarr bep 5 munut d’an eurioù prez. E pep arsavlec’h e chom an tramgarr a-sav.
Mont a ra an trammgar gant un tizh kenwerzhel brasoc’h eget hini ar busoù e kêr : 20 km/e well-wazh, en ur lakaat e-barzh an ehanoù en arsavlec'hioù, e-skoaz 11 km/e evit ar busoù.
Hag an holl dud a c’hall mont gant an tramgarr ?
Empentet eo bet an tramgarr evit an dud dalc’het en o c’heflusk. Digor eo da implijerien nevez ha harpañ a ra ar c’henemprañ gant e drenioù a c’haller mont e pep lec’h enno. Emeur o prederiañ er mare-mañ gant strolladoù labour a-ratozh (strollad moneduster, strollad marc’h-houarn). Azasaet eo evit gwarantiñ d’an holl dud dalc’het en o c’heflusk (tud en oad, nammidi gant kadorioù-ruilh, tud dall...) e c’hallont mont e-barzh en o aez. Holl ezhommoù an dud dalc’het en o c’heflusk, ken evit mont d’an arsavlec’hioù, ken evit mont-dont en trenioù, zo bet studiet ha zo bet dalc’het kont anezho ; an dud zo pakadoù ganto hag ar familhoù zo bountelloù ganto a c'hallo mont-dont ken aes ha tra.
Hag aes eo mont en trenioù ?
Aveet eo an tramgarrioù gant ur plañchod izel eeun. Plañchod an tramgarr zo a-live gant ar c’hae. An doare-se da empentiñ an tramgarr, « war-blaen », zo bet posupl dre m’eo bihan-kenañ an hed etre an treuzoù hag ar c’hae. Ledan-mat eo an dorioù da vont tre en trenioù. Lec’hioù miret evit ar c'hadorioù-ruilh zo bet kempennet e pep tren. Ur reizhiad kelaouiñ dre gemennoù enrollet zo evit an dud dall hag a-hed an hent e vez klevet anvioù an arsavlec’hioù hag al linennoù bus a dremen drezo.
Ha suraet eo ardremez an tramgarr ?
Bevennet-mat eo savenn an tramgarr. Ne c’hall karbed all ebet ruilhal na parkañ warni. Ne c’haller treuziñ anezhi nemet pa ne vez netra warni.
Ur reizhiad arouezioù gouleier (gouleier evit an tramgarr, gouleier evit ar c'hirri ha gouleier evit an dud war-droad) zo er c’hroashentoù hag en arsavlec’hioù evit merañ, e surentez, an darempred etre an tramgarr, ar c’hirri, an dud war-droad hag an divrodegoù.
An arsavlec’hioù, staliet kameraoù pellevezhiañ enno, zo liammet war-eeun ouzh ar Post Ren Kreizennet (PRK). Evel-se e talvez ar reizhiad-se d’an implijidi da gontrollañ hent an tramgarr, an tremenerezh ha kement tra direizh a lakafe diaes mont en-dro ar rouedad, ha gwarantiñ a ra e teuy buan ar sikour ma vez ezhomm.
Lec’hioù, aes da anavezout, zo miret evit pep doare treuzdougen (tramgarr, divrodegoù, kirri).
Hag ar surentez e diabarzh an tramgarr ?
Un hollad reizhiadoù surentez zo bet staliet e diabarzh ar bagonioù evit an dremenidi : alarm, bonioù gervel, reizhiad video-evezhiañ er bagonioù liammet war-eeun ouzh ar Post Ren Kreizennet.
Ur reizhiad sonekaat a dalvez d'ar vleinerien ha da reolierien ar Post Ren Kreizennet (PRK) da skignañ kemennoù d’ar veajourien.
Tres an tramgarr
Petra e vo neuz Tramgarr tolpad-kêrioù Brest ?
Holl dramgarrioù ar bed o deus ur skeudenn a arouez anezho. Unan eus palioù ar raktres eo personelaat an tramgarr ha kavout ur plas peurvat evitañ e kêr. Lañs a vo roet d’ur genstrivadeg da zibab un treser. Ur wech dibabet an treser-se, e raio kinnigoù evit reiñ ur skeudenn hag un tres dezhañ e-unan da dramgarr tolpad-kêrioù Brest.
Gallout a ra un treser gwiskañ ha treuzfeurmiñ penn-da-benn an trenioù. Gallout a ra dibab liv an tramgarr, stumm e fri, an doare da derkañ al logell vleinañ kerkoulz ha diabarzh ar bagonioù hag an aveadurioù evel an azezennoù, ar barrennoù emzalc’h, an aveadurioù titourañ...
Abaoe an 29 a viz Mae 2008 ez anavezomp tres tramgarr Brest Meurgêr ar Mor. Empentet eo bet an tramgarr gant an treser Eric Rhinn, a labour gant ar c’habined Avant Première.

Tramgarr Bourdel
© Semaly-H.Chaine
Tramgarr Clermont Ferrand
© SemTram-P.C
Tramgarr Grenoble
© Semaly-J.Ruf
Tramgarr Lyon Léa
© Semaly-M.Platon
Tramgarr Montpelhièr
© Semaly-J.Ruf
Tramgarr Marsilha
© SemTram-S.G
Plas ar marc’hoù-houarn ?
Peseurt plas a vo roet d’ar marc’hoù-houarn ur wech ma vo bet kaset raktres an tramgarr da benn ?
Meur a roudenn divrodegoù a vo terket tro-dro d’ar savenn hag er straedoù en he c’hichen. Emeur o prederiañ hag o labourat war ar plas da reiñ d’ar marc’hoù-houarn. Ret eo derc'hel kont eus ardremez ar gêr hag eus an hentoù evit gouzout dre belec’h lakaat ar varc'hhouarnerien da dremen aesoc’h hag e surentez. Studiet e vo ivez penaos lakaat fizlec’hioù war-sav da lezel ar marc’h-houarnoù er P+E.
An dud war-droad e kreiz-kêr
Ha krouet e vo takadoù evit an dud war-droad ?
1,5 km a hentoù evit an dud war-droad a vo, da vont eus Siam da Sant Varzhin. Ar pal zo diac’hubiñ an dachenn foran, lakaat an dud war-droad da vont drezi evit reiñ lusk d’ar c’henwerzh ha d’ar servijoù e kreiz-kêr.
Ar chanter
Pegoulz e krogo chanter an tramgarr ?
Evit reiñ lañs d’ar chanter e rank an Disklêriadur a Dalvoudegezh Foran bezañ bet embannet.
Dleout a rafe ar chanter padout adalek dibenn 2009 betek dibenn 2011.
Petra e vo pazennoù ar chanter ?
Al labourioù prientiñ hag al labourioù da zizreiñ ar rouedadoù : rankout a ray ar varc’hadourien aotreet (dour, tredan, gaz, pellgomz ha kenrouedad) dizreiñ ha neveziñ ar rouedadoù a-hed linenn an tramgarr hag en he c’hichen. Ar rouedadoù zo bremañ a oa bet lakaet da vare adsavidigezh kêr ha ret e vije bet o neveziñ ha pa ne vije ket bet raktres an tramgarr.
Al labourioù terkañ hag an isframmañ : talvezout a ray ar bazenn-se da sevel savenn an tramgarr ha da derkañ ar riblennoù-straed hag an hentoù en he c’hichen.
Lakaat an aveadurioù war-sav : talvezout a ray ar bazenn peurechuiñ-se da zispakañ dafar an arsavlec’hioù (terkañ goudorioù war kaeoù an arsavlec’hioù, skiñvier, panelloù titourañ, ingalerioù tikedoù) ha staliet e vo an tredan.
An taolioù-arnod : a-raok lakaat linenn an tramgarr da vont en-dro e ranker ober taolioù-arnod : lakaat an tramgarr da vont ar buanañ ma c'haller (war-dro 70 km/e) evit gwiriañ ar starderezioù pa vez ezhomm, studiañ mont en-dro an trammgar ma chomfe sac’het ar c’hefluskerioù, lakaat anezhañ da vont war al linenn-houarn riklus, gwiriañ e c'hobari... pep tra a vo kontrollet ha gwiriet gant ar burevioù teknikel e karg eus ar surentez. Talvezout a ra ar prantad arnodiñ da stummañ danvez bleinerien ha bleinerezed an tramgarr.
Penaos e vo meret ar c'helaouiñ tro-dro d'ar chanter ?
E-pad ar chanter e vo hanterourien war an dachenn, a ray al liamm etre an dud zo o chom tro-dro d'ar chanter, ar genwerzhourien hag ar SemTram. Karget e vint da gelaouiñ an annezidi, da zisplegañ dezho ar pezh a c’hoarvezo dirak o zi da vare pe vare, da reiñ lizheroù kelaouiñ dezho, da deuler evezh e vo tu da vont war ar chanter, a ranko bezañ aes da anavezout, hag e vo lakaet panelloù heñchañ a-ratozh tro-war-dro. Emvodoù chanter foran a vo aozet er c’harterioù.
Lakaet e vo bonnoù etreoberiat war-sav e tiez-kêr ar c’harterioù hag er c’humunioù evit ma c’hallo an annezidi heuliañ emdroadur ar chanter.
Pennadoù a vo kaset ingal da gazetennoù ar vro evit kelaouiñ ar muiañ ar gwellañ war labourioù ar chanter.