Ar raktres
Geriaoueg an tramgarr
E Geriaoueg an tramgarr e kinniger deoc’h displegadennoù evit ar gerioù teknikel ha melestradurel a vez implijet evit raktres tramgarr tolpad-kêrioù Brest.
Raksteuñv : Al lodenn gentañ eus studiadennoù empentiñ ar raktres. Termenet e oa bet Raksteuñv tramgarr Bmo en hañv 2008.
Ahel NORZH/SU : Pennahel an treuzdougen boutin gant busoù war o lec’hienn dezho, a dremen e-kichenik aveadurioù bras tolpad-kêrioù Brest, eus Ospital ar Gazeg Wenn da blasenn ar Frankiz (Gwelet FAG).
Kuzuliata gant an holl : Argerzh melestradurel lakaet da ret gant kod ar c'hêraozañ. Un emgav eo etre an dilennidi hag ar geodedourien da gavout ar poent war un danvez bennak. War-lerc'h ar c’huzuliata bet kaset da benn evit tramgarr tolpad-kêrioù Brest e oa bet kinniget ur bilañs e-pad kuzul ar Gumuniezh d’ar 27 a viz Ebrel 2007.
Klotañ : Lakaat da glotañ eurioù daou zoare treuzdougen (tramgarr ha bus) evit ma c’hallo ar veajourien mont ha dont dre ar rouedad.
Pennlec’h (pe Kreizenn Drezerc’hel) : Lec’h da c’houdoriñ an dafar ha da vodañ an implijidi war un dro. E servij e vez noz-deiz. An trenioù a vez kontrollet, naetaet ha goudoret ennañ e-pad an noz, pa baouez an tramgarr da vont en-dro. Savet e vo Pennlec’h tramgarr tolpad-kêrioù Brest e-kichen kreñv Montbarey, a-dal da d-Thalès.
Disklêriadur a Dalvoudegezh Foran : Gant an DTF e klozer ar prantad enklask foran. Ar prefed hepken en deus gwir da embann an DTF, a ro aotre d'ar strollegezh da stagañ ganti evit kas ar raktres da benn (diberc’hennañ, reiñ lañs d'al labourioù).
Enklask a Dalvoudegezh Foran : Argerzh kuzuliata gant an dud war ur raktres bennak, zo digoret gant ar prefed ha kaset en-dro gant ur bodad enklaskerien dizalc’h anvet gant al lez-varn velestradurel. An enklask a Dalvoudegezh Foran a oa bet kaset da benn eus an 9 a viz Meurzh d’ar 17 a viz Ebrel 2009, ha klozet e vez ar bazenn-se gant an Disklêriadur a Dalvoudegezh Foran. Grataet e oa bet d’ar raktres e miz Genver 2010.
Etremodelezh : kevreañ meur a zoare treuzdougen an eil ouzh egile evit ma c’hallo an dud tremen eus an eil d’egile pa vezont oc’h ober ur veaj (da skouer : tremen eus ar bus d’an tramgarr) (Gwelet FAG).
Mestroni al labourioù : Burevioù studiadennoù teknikel a gas studiadennoù da benn hag a ren an embregerezhioù zo ar chanter en o c’harg.
Parklec’h eskemm (P+E) : Ar parklec’hioù eskemm zo e-kichenik arsavlec’hioù an tramgarr hag e lec’hioù strategel en tolpad-kêrioù evit ma c’hallo an dud lezel o c'harr pe o marc'h-houarn eno hag evit ma c’hallint kenderc'hel gant o hent gant an tramgarr (Kergaradeg, ar Froudwenn, Plasenn Strasbourg hag an Teknopol) (Gwelet FAG).
Polioù eskemm : Ur pol eskemm zo ul lec’h kreiz evit tremen eus an eil doare treuzdougen d'egile. Meur a bol eskemm zo raktreset : plasenn Strasbourg, plasenn ar Frankiz, Prad Ledan, a vo anezho lec’hioù ma tremeno linennoù busoù.
Plañchod Izel penn-da-benn : Plañchod bagonioù an tramgarr zo a-rez gant ar c’haeoù ha n’eus dilive ebet etrezo ; dre-se eo aezetoc’h d’an holl dud tremen eus an eil d’egile (Gwelet FAG).
Savenn : An hent ma ruilh an tramgarr ha m’emañ ar roudennoù-houarn.
Post Ren Kreizennet (pe PRK) : al lec’h ren nemetañ lakaet war-sav evit harpañ diouzh ar gwellañ surentez ar veajourien ha tanavded an tremenerezh. Gant skrammoù kontrollañ e c’hall an implijidi heuliañ hentad an trenioù, gouzout ar pezh a c'hoarvez er rouedad hag emellout diouzhtu ma vez ret.
Arsavlec’h : lec’h diskenn ha pignat evit ar veajourien. Ar c'hae zo a-rez gant plañchod an trenioù, ar pezh a ro an tu d’an holl dud da ziskenn pe da bignat aesoc’h : tud en oad, kadorioù-ruilh, bountelloù...
An arsavlec’hioù zo ivez lec’hioù evit lenn an eurioù ma tremen an tramgarr drezo, evit prenañ teulioù treuzdougen ha mont e darempred gant ar PRK ma vez ezhomm.
Lec’hienn dezhañ : Lec’h miret evit ur mod treuzdougen hepken. Pa vez ur tramgarr o ruilhal war e lec’hienn dezhañ ez eus ur wikefre da zispartiañ anezhañ diouzh ar steudadoù kirri. Ne c’hall ket ar c’hirri mont dreistañ met an dud war-droad a c’hall ober. Evel-se e vez an traoù peurliesañ.
Lec’hienn gwarezet : Gwarezet eo ar savenn diouzh ar forzhioù evit ar c’hirri gant ur vevenn izel a-walc’h. Ur c'harr-tan pe ur c’harr-sikour a c’hall mont ganti ent direol pa vez ezhomm.
Lec’hienn boutinaet : Al lec’hienn-se a vez kavet er straedoù strizh dreist-holl hag evel-se e c’hall ar c’hirri ruilhal war hent an tramgarr. Evel-se eo bet dibabet ober war bont Rekourañs a vo darempredet a-bep-eil gant an tramgarr hag ar c'hirri-tan.
KTLD : Treuzdougen boutin war e Lec’hienn Dezhañ, da lavaret eo war un hent miret evit se. Ur C'hTLD eo an tramgarr, evel ar Bus e Live Servij Uhel.
Tizh kenwerzhel : Tizh keitat ur bus pe tramgarr a zalc’h kont, e-touez traoù all, eus an ehanoù en arsavlec’hioù. War-dro 20 km/e e vo tizh kenwerzhel tramgarr Brest, well-wazh, en ur lakaat e-barzh an amzer ehan en arsavlec’hioù.
Mammenn : © SemTram – Miz Eost 2007