Ar raktres
Eñvorennoù T…
Adal 1898 o doa gallet tud Brest mont aes gant an tramgarr etre ar c’harterioù. Diskenn a rae an tramgarr war ar porzh a-hed ar Penfell, sevel war uhelennoù Kerbêr ha mont betek Konk-Leon zoken. An trolebusoù, bet distrujet e-pad an Eil Brezel-bed ha bet adsavet goude ar brezel, a oa bet lakaet da vont betek dibenn ar bloavezhioù 60.
E 1986 e voe roet lañs da raktres an tramgarr gant Georges Lombard, prezidant ar gumuniezh kêr, hogen kaset e oa bet ar raktres-se da netra gant referendom 1990.
E 2001 e oa bet lakaet en-dro raktres an tramgarr war roll al labourioù gant Brest Meurgêr ar Mor. D’ar 17 a viz Kerzu 2007 e oa bet degemeret gant Kuzul kumuniezh Brest Meurgêr ar Mor, da-heul studiadennoù greadusted, pennaenn ul linenn gentañ a reter da gornôg evit an tramgarr. Abaoe ar mare-se emeur o kas da benn ar raktres-se a zlefe bezañ peurechuet a-benn miz Mezheven 2012.
Mat eo gouzout n’eus ket a son gant ar video kinniget amañ dindan.