An hentad

An hentad

Tremen a ra an hentad dre an takadoù implij pennañ zo anezho pe zo raktreset digeriñ en tolpad-kêrioù, dre an takadoù annez stank an dud enno pe dre an takadoù ma’z eus bet savet raktresoù terkañ bras gant Brest Meurgêr ar Mor (neveziñ kêr e karter Europa-Pontanezen hag e Rekourañs, raktres kêraozañ Sant Varzhin, terkañ pladenn ar Gapusined). 27 % eus an dud zo o chom en tolpad-kêrioù hag 38 % eus al lec’hioù labour a vo war-hed 450 m diouzh al linenn.

E bilañs ar c’huzuliata a oa bet kinniget e-pad kuzul ar gumuniezh d’ar 27 a viz Ebrel 2007 ha bet savet war-lerc’h emvodoù kendiviz foran e kumunioù Bmo hag e karterioù Brest, ez eus bet meneget e vefe posupl krouiñ 2 arsavlec’h ouzhpenn war al linenn (arsavlec’h Verny etre an Ermitaj hag Europa hag arsavlec’h Sant Varzhin, etre Koad ar Gevenn hag an Aotre).

An hentad e 3M

Evit titourañ tud an tolpad-kêrioù diouzh ar gwellañ war raktres an tramgarr ez eus bet savet ur vaketenn e 3M eus linenn an tramgarr. Gant al luc’hskeudennoù niverel uhel o despizadur zo bet roet gant Brest Meurgêr ar Mor eo bet savet ar vaketenn dindan verr amzer. An tiez a-hed al linenn zo bet gwiadet penn-da-benn o zalbennoù, ar pezh a ro un disoc’h resis-meurbet na oa ket bet tizhet betek-henn e Frañs. Harp en deus kemeret ar c'hevredad Vectuel, bet savet ar vaketenn gantañ, war ar c'heflusker c'hoarioù Microsoft (Unreal Tournament) evit modelañ ar vaketenn ha kinnig evel-se un endalc’had etreoberiat penn-da-benn.

Dre glikañ war pep arsavlec’h eus al lec’hiennig gouestlet d’al linenn e vo kavet ganeoc’h tammoù videoioù eus ar vaketenn-se.