Korn-kelaouiñ an Tramgarr
Evit gouzout pep tra diwar-benn tramgarr tolpad-kêrioù Brest
Korn-kelaouiñ an tramgarr, e-kreiz ar chanter, 41 straed Siam e Brest, zo ul lec’h a-ratozh evit kinnig ar raktres deoc’h ha kelaouiñ ac’hanoc’h diwar-benn ar chanter.
Isabelle Cabioch ha Dominique Le Ster a zegemer ac’hanoc’h eno eus ar Merc’her d’ar Sadorn.
Kinnig a ra korn-kelaouiñ an tramgarr diskouezadegoù pedagogel ha binvioù liesvedia (video, skeudennoù 3M…), luc’hskeudennoù ha testenioù gant annezidi ha klaskerien a gont deoc’h an treuzfurmadurioù en tolpad-kêrioù.
Diskouezadeg pad
Kinnig a ra ar raktres, e balioù, hentad al linenn, maketenn an tramgarr hag ar raktresoù bras all evit terkañ an dachennad
Diskouezadegoù dibad
- Diskouezadegoù tematek (3 bep bloaz) :"Den, raktres, tachennad", evit evezhiañ ar chanter kammed-ha-kammed, eus an diroudañ hag an neveziñ rouedadoù, d’al labourioù da sevel leurenn an tramgarr, betek an digoradur.
- Diskouezadegoù liesvedia (2 bep bloaz) : "Eus an eil Brest d’eben", ar c’harterioù treuzet gant al linenn kontet en amzer dremenet, en amzer vremañ hag en amzer da zont. Luc’hskeudennoù, filmoù dielloù, testenioù gant annezidi ha klaskerien, skeudennoù e 3M…
- Ur sal video : evit sellet ouzh ar filmoù savet er c’harterioù hed-da-hed ar raktres.
- Ur c’horn teuliaouiñ : eno e kavoc’h ivez an holl deulioù pleustrek : Lizheroù kelaouiñ Tram ha titouroù flash, sturlevrioù, plegfollennoù, tresoù eus al linenn ha tresoù tremenerezh, taolennoù enframmadur an tramgarr er c’harterioù treuzet, maketennoù karton, kartennoù-post...
Savet eo bet al lec’h evit degemer tud dalc’het en o c’heflusk, tud na welont ket mat ha tud na glevont ket mat. Skoroù ha binvioù a-ratozh zo evito.
Eurioù digeriñ ha penaos mont di :
Skipailh korn-kelaouiñ an tram a zegemer ac’hanoc’h :
Eus ar Merc’her d’ar Gwener eus 10e da 12e30 hag eus 14e da 18e ha d’ar Sadorn eus 14e da 18e
Penaos mont di : Linenn bus : 1. 2. 4 hag 11 - Arsav Brest Duquesne pe Français Libres
Korn-kelaouiñ an tramgarr
41, straed Siam
29 200 Brest